Brezel ar fozioù-difenn
Neuz
Brezel ar fozioù-difenn a vez graet eus un doare brezel war zouar ma vez implijet fozioù[1] toullet en douar, evit kuzhat ar soudarded diouzh tennoù armoù skañv an enebourien, met ivez diouzh tennoù ar c'hanolioù. An doare brezel-se a zo deuet da vezañ implijet kalz ha brudet e-pad ar Brezel-bed kentañ (1914–1918). Pa oa bet echuet gant ar Redadeg etrezek ar mor e oa bet stabilaet an talbenn ha toullet e oa bet an douar evit kuzhat soudarded Talbenn ar C'hornôg adalek miz Gwengolo 1914.
-
Un talbenn gant fozioù-difenn saoz (a-us) hag alaman (dindan), e 1916
-
Soudarded alaman eus an 11vet rejimant husarded adarmead o stourm adalek ur foz-difenn war talbenn ar C'hornôg e 1916
-
Tres Ruapekapeka Pā 1846, lakaet d'ar c'hentañ gwech marteze ma voe implijet ar pezh a droas da
vrezel ar fozioù-difenn
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Anvet "trañcheoù" ivez, diwar ar galleg tranchées;